Grace O'Malley (tro 1530 - tro 1603) pe Gráinne Ni Mháille e gouezeleg Iwerzhon, lesanvet Granuaile pe c’hoazh Gráinne Mhaol, a oa ur vorlaerez.
Ganet e voe en Iwerzhon tro 1530 ha buan e voe dedennet gant bed ar mor ha hini ar bigi.
War-dro 1546 e timezas da Donal O'Flaherty. Tri bugel o doe: Owen, Margaret ha Murrough.
Pa varvas he gwaz e tifennas hag ec’h adperc’hennas e gastilli : tamm-ha-tamm e renas warno Clew Bay. En sell da greñvaat he beli war ar bae e timezas (ha goude-se e tispartijont) gant Richard Burke. A-drugarez d’an disparti e tapas kaout kastell Rockfleet. He finvidigezhioù a implijas evit kenwerzhañ ha dont da vezañ ur vorlaerez. Bac’het e voe abalamour da se, met dieubet e voe (ne ouezer ket penaos na perak). E 1593 e voe toullbarc'hed he daou vab hag ur breur dezhi gant un denjentil saoz hag ez eas-hi betek Bro-Saoz da goulenn digant ar rouanez Elizabeth Iañ ma vijent dieubet. Dieubet e voent, ha pa zistroas d'he bro e kendalc’has gant ar morlaerezh, o tagañ listri enebourien Bro-Saoz.